Alkmaar

Alkmaar
Banniel Ardamezioù

Sturienn : Alcmaria victrix


An ti-kêr
Riez Izelvroioù Izelvroioù
Proviñs Flevoland Noord-Holland

Gorread
 • Hollad
 • Douar
 • Dour

31,20 km²
29,26 km²
1,94 km²
Uhelder 1 m

Poblañs
hep kontoù doubl
108 596
(31 MAE 18)
Stankder 3 711 ann./km²

Kod post 1800-1831
Kod pellgomz 072


52° 38' 04" N - 4° 44' 47" R

Internet www.alkmaar.nl

Alkmaar (distagañ :[1]) a zo ur gumun e rannvro West-Friesland e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. 31,22 km² eo gorread Alkmaar, hag d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 93 681 annezad enni. Brudet eo Alkmaar peogwir e vez aozet enni ur marc'had fourmaj, ma teu stank an douristed. Ar c'hêriadennoù, kêrioù ha distrigoù da-heul a ya d'ober Alkmaar : Alkmaar, ul lodenn eus Koedijk, Overdie, Oudorp ha Omval. D'ar 1añ a viz Here 1972 eo e voe staget Oudorp ha tachadoù su Koedijk ha Sint Pancras ouzh Alkmaar[1]. Liammet eo an holl lec'hioù-se an eil re ouzh ar re all abaoe ma'z eus bet savet tiez etre dibenn ar bloavezhioù 1970 ha penn-kentañ ar bloavezhioù 1990. D'ar mare-se e voe tost lieskementet dre zaou poblañs Alkmaar.

  1. Repertorium Nederlandse Gemeenten

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search